Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c'hellfe bezañ peursevenet enni ar gwirioù ha frankizioù embannet en Disklêriadur-mañ.
Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezioù-barn broadel kenveliek evit oberoù o dije torret ar gwirioù diazez anavezet dezhañ gant ar Vonreizh pa al lezenn.
Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-eñ zoken ha da zont en-dro dezhi.
Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzoù, da gemer perzh en araokadeg ar skiantoù ha da gaout e lod eus ar madoù degaset ganti.
Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d'ar c'hedskor ha da gaout e walc'h eus ar gwirioù armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d'ar strivadeg vroadel ha d'ar c'henlabour etrevroadel, en ur zerc'hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro.
Pep den en deus gwir da sevel sindikadoù pe da emezelañ enno evit difenn e lazioù.
Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d'ar mare ma oant c'hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d'ur c'hastiz kreñvoc'h eget an hini a oa hervez al lezenn d'ar mare ma oa bet graet ar felladenn.
An tadoù ha mammoù, da gentañ, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d'o bugale.
Pep hini en deus gwir da ziskuizhañ ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakañsoù mareadek paeet.
An tadoù ha mammoù, da gentañ, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d'o bugale.